E porzh pavezet,

Kuzul an departamant e Naoned,
Ez eus  bet savet ur wezenn dispar,
Ur wezenn wenn,
Ledan hag uhel e c'hef,
E brankoù kaled ha hir
Goloet a gant mil follenn-baper,
War pepheni ur sinadur.

Ar wezenn-mañ,
A-boan diwanet,
A oa dija kondaonet :
Prest da droc'hañ anezhi,
mestr al lec'h en deus lakaet 
Ur vouc'hal lemm
E dorn pepheni 
Euz e vevelion.

Piw a skoio
An taol kentañ ?

A-dreñv kaelioù

Kuzul an departamant

En em vod ur bobl,
Hag a sell didrouz,
Douzh dañs-tro ar vevelion
E-harzh ar wezenn.

Piw a glevo
An arneñv o tont ?

Kant mil sell,
'Dreuz ar barrennoù,
A lak al lakizion da zinerzhañ.
Chom a reont arsav, nec'het :
Ur morad tud dirazo,
A youc'h a-unvouezh :
"Demokratelezh !"
"Demokratelezh !"
"Demokratelezh !"

        P. COADOU