Gwellañ tra da ober
n'eo ket atav
da choaz
an eeunan hent
Gand ar boulloù c'hoad
c'hoarierion a ouezont an dra-se :
a re o vond kuit a-dreuz
erruoud a reont aliez da voullig !
« Ar boull a ya d'an 'ni vihan ! »
a lavar ma zad...
neuze me a sonj ennon :
Va c'halon, va reson
a eont d'ar brezhoneg
eun nebeudig evel boullou
o ruilhad war-zu boullig :
tachenn-c'hoari-boulloù
tachenn-c'hoari- buhez ivez
Amañ
c'hoari a reont evel bevan a reont
gwello'c'h , sur !
Rag warno sell an holl :
Stard eo o dorn :
va bolontez da deskiñ
stenn eo o sell :
va c'hoant da dont da vad ganin
Ni c'hoaromp an dro d'ar skoilhou
oc'h implijan ganeomp ar plom
laket dre hor buhez
e-barzh hor penn
Boulloù c'hoad
penn kaled
plasañ ma ni c'hellomp
frapañ al linenn
ha « Boudouboum ! »
ma fell deomp henn ober !
Patrice Coadou