Da zorn
War da vronn,
Da zorn
O waskan da vronn,
Da laezhañ ac’hanomp.
Gant da zorn
Pevar biz,
Gwaskañ a rez
Da vronn,
Evidomp.
Hag e red ‘barzh hor henoù
Da laezh ha da zaeroù :
Hor c’halon ’zo leun a vezh,
Hor c’hounnar a kroz ennomp !
Da zorn d’ar biz troc’het,
War hor penn,
A flour hor blev du,
Rouz, melen, ha... gwenn.
E pleg hon skouarn,
Te lâr’ deomp-ni :
Bugale !
Gortoz hep kasoni !
Rag arc’hoazh, dre ho perzh,
Adarre
E vo va dorn a-bezh !
P. Coadou